Gisela von Arnim

Gisela von Arnim (1827-1889) a oa ur skrivagnerez alaman hag a savas kontadennoù marzhus dreist-holl. Merc'h yaouankañ he zud e oa Gisela. He zad e oa Ludwig Achim von Arnim, barzh alamanek, hag he mamm e oa Bettina von Arnim, skrivagnerez ivez. Ne voe ket skoliet evel he c'hoarezed, met ganto eo e voe kenteliet. Abred e lennas kotadennoù-pobl ha barzhoniezh romantel, re Wilhelm Hauff dreist-holl, ma stagas da skrivañ kontadennoù ivez

En 1859 e timezas da Herman Grimm, mab da Wilhelm Grimm.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne